Balafent Majik Tro

Un abadenn sonerezh e brezhoneg evit ar vugale

An abadenn

Istor Balafent
E 2010 e oa bet bodet gant an UBAPAR c’hwech buhezour yaouank, atav prest da ganañ ha da farsal, evit ober ur bladenn kanaouennoù brezhonek ha gallaouek war tem an natur. Fiziet e oa bet ar sonerezh, ar c’hempenn hag ar renerezh arzel e daou vuzisian a vicher : Kerfi Trouguer ha Thomas Le Saulnier.

« Balafent » : ur bladenn leun a fent hag a virvilh, ur sonerezh birvidik ha liesliv : fanfare, vals, ska, rond Sant Visant... Sot eo ar vugale ganti, ar gerent ivez, tridal a ra ar vuhezourien ! D’an ampoent ’vat, abalamour da implijoù-amzer pep hini, ne oa ket tu da sevel un abadenn ha da dapout penn an hent evit c’hoari e pep korn eus Breizh.

An abadenn
Pevar bloaz goude, a-drugarez da skoazell KLT hag ar Redadeg, eo prest Balafent da nijal en-dro. Adsavet eo ar skipailh (gant un nebeud cheñchamantoù), evit krouiñ an abadenn Balafent Majik Tro hag aozañ un droiad e Breizh ha pelloc’h c’hoazh. Dav eo lâret int gwall gontant adstagañ ganti pa’z eo bet goulennet ganto kinnig Balafent war al leurenn ken alies.

Pemp int war al leurenn ha pep hini anezhe a zo prest da glask kign deus ar vugale bremañ-diouzhtu.
« Met daoust hag anavezet e vo ar c’hanaouennoù gant ar vugale ? Na fuloret e vefont o welet n’eus na gitar na violoñsell ken ? Jean Floch hag e vouest an diaoul daoniet, hennezh vefe kap da spontañ anezhe ’vat ? Petra soñjfont o welet zo un hanter nebeutoc’h a ganerien ? Ha gouzout a refont lâret eo Elsa Corre, Gweltaz Lintanf ha Kaw Davay a chom ? Hag egile c’hoazh drek e vinviji skeiñ, n’eo ket Kerfi Trouguer eo ?
Ni a glasko lakaat anezhe da zisoñjal kement-se ha reiñ c’hoant dezhe da sevel, da zañsal, da ganañ ha da c’haloupat... ha da c’hoarzhin ivez ! Ha neuze... e vefomp akord tout asambles... kar fellout a ra deomp e retornfent ti o zud leun a virvidigezh ha leun a levenez ! »

Afe ya ! Chansoù bras ’zo da welet an abadenn o vont war-zu un dañsadeg vras ! Met n’eo ket gant fout peseurt kanaouennoù, ret e vo lakaat reoù Balafent da swingañ ’m eus aon !

Ar skipailh

Kerfi Trouguer, paotr ar binvioù stekiñ
Gouest eo Kerfi da grouiñ luskoù dic’hortoz gant an holl draoù a dremen dindan e bavioù. Levezonet gant Tex Avery ha sonerezh ar C’haokaz e oa en em staliet er C’hab ouzhpenn 20 vloaz zo. Tro en deus bet da seniñ gant un toullad strolladoù : Cartel del Barrio, Ténors de Brest, Trio Hadouk…
Bremañ e c’hoari ingal gant La Fausse d’Orchestre, les Ateliers GranDélire hag ar c’hompagnie El Kerfi.

Jean Floc’h, paotr an akordeoñs
Les grandes figures du kan-ha-diskan (chant à répondre) et autres maîtres sonneurs virtuoses ne cessent d’être les modèles de cet accordéonistes hors piste, sonneur de bombarde et de clarinette. Il découvre la musique très jeune notamment auprès du sonneur bigouden Yann ar Gall, puis se consacre à « l’accordéon gavotte ». Accompagnateur de nombreux acteurs de la musique traditionnelle, il alimente un univers musical qu’il met au service de la parole, qu’elle soit conte, poésie ou chant. Il s’attache, actuellement, à refondre l’accordéon et son jeu, pour mieux s’adapter aux tempéraments du chant breton ancien.
Termajik / Oktopus Kafé / cie Hirundo Rustica / Kazut de Tyr / Dengekan / Kreiz Breizh Akademi / « Chevaier » (conte bilingue avec Christian Duro) / « Des figues en hiver » (conte Cie Art Traction) / Duo avec Louise Ebrel / Création à venir avec Y. F. Kemener (sept 2014)...
Plus loin dans le temps : Al Wasan (trio Khoury, G. Kerdoncuff) / Djemtë Kabazë (creation Glomel 2007 Albanie / Bretagne) / KBA 1 « Norkst » / « Pemp troad » avec Eric Menneteau 5tet...

Elsa Corre, kan
26 bloaz eo Elsa ha labourat a ra war he mouezh dibaoe dek vloaz bremañ. Kroget he deus gant ar c’han iwerzhonek hag ar jazz « mouezhel » ha goude ur veaj e Bro Galisia eo deuet da vezañ sot gant ar c’han hengounel galisek.
Kemeret he deus perzh er pevare strollad Kreiz-Breizh Akademi, ur stummadur hag en deus roet dezhi anaoudegezhioù war liested ar sonerezh hengounel er bed hag e Breizh-Izel ivez.
A-drugarez d’ar stummadur-se he deus kejet gant teir ganerez all ha ganto-holl eo bet krouet ar strollad Barba Loutig. Labourat a reont war kanaouennoù da zañsal eus Bro Gwened hag eus Breizh-Uhel, ha kempenn a reont liesmouezhioù ha «liesluskoù» warno.
Un daouad he deus ivez gant Hélène Jacquelot, anvet Duo du Bas. Ur grouidigezh nevez emaint o prientiñ er mare-mañ, gant sikour un nebeud tud (Momette, Kerfi Trouguer et Thomas Le Saulnier). An arvest a vo savet gant kanaouennoù maouezed o vevañ e Douarnenez hag o tont deus lec’hioù all. Dont a raio maez e penn kentañ 2015.
War-lerc’h bezañ bet pedet war bladenn Konogan An Habask emañ Elsa e-barzh ar strollad Pevarlamm KH.
Erfin, pedet eo bet Elsa da ganañ barzh krouidigezh nevez ar Bagad Cap Caval, a zeuio maez e miz Mae 2014.

Kaw Davay, kan
Tregeriad penn-kil-ha-troad, eus kostez Lannuon, kanañ a rae Kaw e-barzh ar strollad Egin, deuet ar maout gantañ da-geñver an Taol lañs 2009. Sonerezh divoutin, levezonet gant tonioù folk, blues ha funk, a veze kinniget gant Egin, ha kanaouennoù brav savet gant Kaw diwar-benn ar gevredigezh, ar brezhoneg, ar vuhez. Perzh eo barzh un duo kan ha treujenn-gaol, Mathieu ha Kaw, ha barzh ar strollad festoù-noz War-sav. Gwech ha gwech all e plij dezhañ kanañ tonioù kan-ha-diskan gant kamaraded ivez (plin ha gavotenn dreist-holl).

Gweltaz Lintanf, kan
Eil tregeriad ar vandenn eo, paotr Pederneg. Desket en deus an akordeoñs, e venveg kentañ, gant Christophe Correc ha Bernard Lasbleiz pa oa yaouankig flamm. Savet en doa ar strollad festoù-noz Eien e 2008 gant kamaraded dezhañ el lise Diwan e Karaez. Tro en eus bet da seniñ e Breizh a-bezh gant ar strollad-se ha da enrollañ ur bladenn e 2013. El lise eo ivez eo en em lakaet Gweltaz da ganañ, harpet gant Kristof Menn. Abaoe 2011 en em stumm er Pôle d’Enseignement Supérieur Spectacle Vivant Bretagne - Pays de la Loire en Roazhon war ar sonerezh hengounel, hag eno en deus tro da gejañ ha da zeskiñ gant arzourien lieseurt (Youen Paranthoën, Janick Martin, Jean Floc’h, René Lacaille, Ronan Pellen, Yann-Fañch Kemener, Christian Duro, Lors Jouin...). Krog eo da seniñ daou-ha-daou gant Meriadeg Lorho-Pasco, soner treujenn-gaol ar strollad Eien, ha gant ar strolladoù Zorba ha Klaxax.

War al leurenn

Abadennoù da zont

Abadennoù tremenet

  • Gwengamp (22) d’ar Yaou 6 a viz Eost 2015, 6e noz
  • Melioneg (22) d’ar Meurzh 25 a viz Eost 2015 e ti-feurm Coat barz
  • Poullaouenn (22) d’ar Sul 20 a viz Gwengolo 2015
  • Karaez (29) d’ar Sul 14 a viz Even 2015 da geñver 30 vloaz Diwan Karaez
  • Bear (22) d’ar Sul 17 a viz Mae 2015 da geñver fest Div Yezh Bear
  • Kergrist-Moelou (22) d’ar Merc’her 25 a viz Meurzh 2015 da geñver ar festival Couleur du monde aozet gant Le Plancher
  • Douarnenez (29) d’ar Sul 28 a viz Kerzu 2014 e sal ar gouelioù
  • An Oriant (56) d’ar Yaou 18 a viz Kerzu 2014 e sal ar Pevar avel
  • Sant-Varzhin-war-ar-maez (29) d’ar Meurzh 18 a viz Du 2014 e teatr Roudour
  • Loudia (22) d’ar Sadorn 18 a viz Here 2014 e sal ar gouelioù
  • Lokoal-Mendon (56) d’ar Gwener 17 a viz Here 2014 e palais des congrès
  • Douarnenez (29) d’ar Sul 12 a viz Here 2014 en MJC
  • Milizag (29) d’ar Sadorn 27 a viz Gwengolo 2014 (fest ar gaotigell hag ar c’hoari)
  • Landerne (29) d’ar Yaou 10 a viz Gouere 2014 (festival Kann al loar)
  • Gwened (56) d’ar Meurzh 27 a viz Mae 2014 (tremen ar Redadeg)
  • Montroulez (29) d’ar Sadorn 24 a viz Mae 2014 (fest loc’hañ ar Redadeg)
  • Montroulez (29) d’ar Sul 18 a viz Mae 2014 (disoc’h ar rezidañs) e manu Montroulez
  • Rezidañs krouiñ e c’hoariva Montroulez eus ar 14 d’ar 17 a viz Mae 2014

Fichenn deknik

Hervez al lec’h hag an niver a dud gortozet e c’hellomp kinnig deoc’h derezioù, gouleier, binvioù sonekaat... pep tra kwa.

Darempred evit an teknik :
Ronan Cerclay / 06 22 54 80 51 / ronan.cerclay@gmail.com

Fiche technique Balafent

Ar bladenn Balafent

Selaou tonioù

Prenañ ar bladenn


Simploc’h n’eus ket : kasit ur chekenn 20€ war anv an UBAPAR hag ar chomlec’h ma’z eo ret kas ar bladenn da UBAPAR / Kerilio / 29100 Pouldregad. Un nebeud deizioù goude e vo resevet ar bladenn ganeoc’h dre an ti-post.
Ma fell deoc’h prenañ meur a skouerenn evit gwerzhañ en-dro ez eus prizioù marc’hatmatoc’h adalek 5 ha 10 pladenn. Gouzout hiroc’h.

Liammoù

Darempred

Darempred melestradurezh

Gaëlle Bourdin / 06 37 85 87 49 / gaelle.bourdin@laposte.net
4 rue Louis Pasteur / 29100 Douarnenez


Kas ur gemennadenn

Darempred leurenn

Kerfi Trouguer / 06 80 68 44 19
balafent@orange.fr


Kas ur gemennadenn

Lec’hienn bet savet gant Spip |